Сегодня:  Вторник, 07 Фев 2012

Тексты

Главная Тексты E parrez Langonned
E parrez Langonned PDF Печать
Kenavo ma zad, ma mamm,
kenavo mignoned
Kenavo deoc'h tud yaouank
diouzh parrez Langonned

Ne oa ket roet din da choaz
dav oa din partial
Kaset'oan war ar mor bras,
kuitaet ma Breizh-Izel

Me raen me ma finijenn
da vintin betek noz
Da servij ar c'hapiten
o sonjal e bro gozh

Un noznezh da hanter-eost
deus kreiz ar vatimant
Gwel't a resen ma mestrez
a-barzh bro Morbihan

Glebiet'oa ma daoulagad,
an avel'oa uhel
'Barzh an henv'oa ar stered
a daole din sklerijenn

Ma vehen bet d'ar skolajo
behe skrivet ul lizher
Da gontan ma holl boanio
ha ma brasan mizer
 

Добавить комментарий


Защитный код
Обновить